D’ar Yaou 13 a viz Ebrel 2023 - 8e30 noz
Laurent Cavalié + La Mal Coiffée
Laurent Cavalié
A la frontière dels gigants, d’an harz-se e-vez kavet tri seurt ramzed. Ar re a zo gant ur roll otus a stank an hent deoc’h en ur rediañ ac’hanoc’h da stouiñ ho penn hag ar re a laka ac’hanoc’h da sevel ho penn en-dro en ur zigeriñ an hent. Emañ ivez ar ramzed a c’heller kavout e kreiz kalon pep plac’h ha pep paotr a youl vat. Diorren a ra an temoù-se diwar e grouadennoù, gant tonioù-pobl amprestet digant ar varzhed Henri Espieux, Yves Rouquelle pe Claude Marti hag a zo diaraoger ar c’han okitan er bloavezhioù 70.
La Mal Coiffée
Komz a ra La Mal Coiffée a-enep an holl damanioù : trevadennel, broadel, ekonomikel, mediaouek… Ni a vez kontet en he c’homzoù gant he liessonegezh hag he binvioù-tos, tud ac’hann pe kentoc’h tud o veviñ amañ, e bro al Lengadok gant hon hêrezh, hon istorioù dibar. Gant an okitaneg, ur yezh bev c’hoazh, o kanañ bepred, atav prest da ezteurel he c’henskoazell ha da vezañ maget gant an dizalc’hted hag ar rezistañsoù pobl dre ar bed.