Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

D’ar Yaou 14 a viz Meurzh 2024 - 8e30

Au soñ de l’eau

« Au soñ de l’eau » a vez kavet ennañ kanaouennoù hengounel, sonerezh war ar prim, krouidigezhioù elektroakoustik ha danevelloù disoñjet. Dour ar stêrioù, dour ar feunteunioù kevrinus, an dour a vezer beuzet ennañ, savetet gantañ, gwalc’het a-drugarez dezhañ, an dour a vank… A vouezh-penn e kan Charles Quimbert gwerzioù, kanaouennoù labour, tonioù. Respont a ra François Chapron dezhañ o seniñ gourvioloñs. Lakaat a ra ar grouidigezh-mañ war wel pouez hon eñvorennoù hag hor fromoù evit prederiañ war goulennoù a-vremañ. Danvez evit an dazont marteze ?

Charles Quimbert, kan / François Chapron, gourrebed

Prenit ho pilhedoù