Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

ar Gwener 13 a viz Kerzu - 8e30

Triptyque – E koun Jacques Pellen

Diwhezatoc’h e vi ar sonadeg. 
An triad Triptyque gant Jacques Pellen, Jacky ha Patrick Molard en deus enrollet ur bladenn er bloavezhioù 90. Un droiad etrebroadel e-pad kazi 10 vloaz o deus graet, gant ur sell nevez war un toniaoueg sonerezh hengounel, sonaozennoù gant sonerezh war ar prim a-wezhoù. Trumm eo aet Jacques Pellen d’an anaon, hag ar raktres adsevel ar strollad dilezet neuze. Kinniget en deus Jacky Molard da (b)Patrick Molard krouiñ un Triptyque all e koun Jacques. An toniaoueg zo savet gant tonioù hag a oa bet sonet gant Jacques gant Triptyque, met gant strolladoù all ivez (BalTribal, Celtic Procession…)

Jacky Molard, violoñs / Patrick Molard, binioù-bras / Sylvain Barou, fleüt / Ronan Pellen, cistre / Hélène Labarrière, gourrebed

Prenit ho pilhedoù