Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

D’ar Gwener 16 a viz C’hwevrer 2024 - 8e30

Alep-Brest

Bouetaet eo faltazi Fawaz Baker gant meur a eienenn awen. En e bladenn Alep-Brest e sav ar sonaozour un idiom sonerezh dieub distiriadelet. Gwir eo e vefe luziet dibab ur vro evit lavarout eus pelec’h e teu ar sonerezh-mañ mesket ennañ livioù broioù ar Reter, Amerika ar Su ha manouch, klasel kement hag hengounel. Neuze penaos kavout ar c’hempouez etre ur sonerezh skrivet hag unan savet war ar prim, etre model ha tonel ? Burzhudus eo an arzoù, ar sonerezh en o zouez, mont a reont dreist ar reolennoù-se. Hag amañ emañ ar brouenn, a-drugarez d’ur meskaj timbroù dibar.

Fawaz Baker, oud, kan / Samir Homsi, toserezh, kan

Prenit ho pilhedoù