Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

28 a viz Meurzh 2014

En arbenn de…

Arnaud Ciapolino (fleüt), Roland Conq (gitar), Nolwenn Runigo (kan) et Eilidh Shaw (biolin).
Produer dileuriet Amzer Nevez / Kenbroduerien Gouel Etrekeltiek an Oriant.

Ouzhpenn dek vloaz zo e kan Roland Conq hag Arnaud Ciapolino asambles. A-hed an amzer eo emdroet an daouad war dachenn sonerezh Breizh hag ivez a-youl kejadennoù diseurt, gant tud ha gant muzikoù, en tu-hont da Vreizh, e Bro-Skos hag en Asturias. En albom « Én arbenn de » e c’haller adkavout al liesseurted-se, e-keñver ar binvioù hag ar sonerezh. O soñj e oa kenderc’hel gant al labour-se, prientiñ anezhañ evit al leurenn, ha krouiñ ur pevarad ma vo kavet en-dro d’an daouad Conq – Ciapolino, Nolwenn Runigo o kanañ hag Eilidh Shaw o seniñ ar violoñs. Ur veaj-sonerezh e Bro Vreizh eo ar grouidigezh-mañ ; kanet ha sonet eo gant muzisianed-beajourien kizidik ouzh Breizh ha Bro-Skos, hag e-se e tap e ster gwirion : pegen emsav eo en em gavout gant tud all.