Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Clameurs

Douget gant mouezh tellurek Martin Hamon, ar strollad Martin Hamon Quintet a ginnig deomp gant “Clameurs” e ster dezhañ deus ur sonerezh folk gallek a-vremañ. Ur feson da ganañ a-stroll ha poblek, stourm ha sokial, karantez ha dispac’h. Ur sevenadur kanet a-viskoazh, dilezet gant marc’had ar sonerezh, rannet ha miret memestra etre an dud. Ar strollad en em stag ouzh lugan ar bloavezhioù tri-ugent kaset gant diazezourien al luskad folk evel Woodie Guthrie ha reoù all c’hoazh e-giz Pete Seeger. E “Clameurs”, Hamon Martin Quintet a ra gant gwerzioù hengounel ha skridoù nevez.

Mathieu Hamon (kan)
Erwan Hamon (bombard, fleüt-treuz e koad)
Janick Martin (akordeoñs diatonek)
Ronan Pellen (cistr, violoñsell, viol)
Erwan Volant (gitar boud)