Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

20 a viz Meurzh 2015

Rozenn Taleg & Yannig Noguet

Rozenn TALEC (kan) et Yannig NOGUET (akordeoñs).
Produer dileuriet Amzer Nevez / Kenbroduerien Gouel Etrekeltiek an Oriant.

Ur gejadenn dre zegouezh e fin ur fest-noz (2010) : kalz plijadur a oa bet ha divizet o doa monet pelloc’h. Tri blezad leun a genlabour a zaas da-heul. Klask a rejont ouzhpenn seniñ muzik ha sonennoù pelloc’h a-ziouzh ar c’horoll. Enrollet e voe razh al labour-se àr ur bladenn gentañ, « Mouezh an diaoul » (2013).
Kinnig a reont hiziv un arvest gant sonennoù hengounel, pozioù skrivet gant Rozenn ha testennoù a vremañ ivez, skrivet gant aozerion a vareoù tost pe dostoc’h. Gante e oa bet aozet ar sonerezh ha skeudenniñ a ra an hent graet asambl, o santadurioù, etre ar gwrizioù hag ar beajoù ; engouestlet eo gwezhavez, tener, soutil pe c’hoazh mod an hunvreoù gwezhioù arall. En o bed-int, ma kej ar werz gant an tango, emañ an nerzh hag ar vignoniezh o gerioù-stur.