Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

15 a viz Genver 2016

Lune Bleue – Clotilde TROUILLAUD

Clotilde Trouillaud (telenn), Erwan Berenguer (gitar), Jean-Marie Stephant (toumperezh)
produer dileuriet Arp, ken-produiñ Amzer Nevez

Diwar hec’h albom solo « Lune Bleue » e krou Clotilde Trouillaud un arvest sonerezh evit un trikon, asambles gant Erwan Bérenguer ha Jean-Marie Stéphant. N’eus ket ezhomm ken da brouiñ pegen barrek eo ar re-se. Kavout a reont kempouez etre startijenn pep hini, d’an arvest war al leurenn da vezañ ur reuziad da lodañ gant an dud, ken eeun ha tra. N’eus ket a ardoù artifisiel, hogen traoùigoù hag a vrava pep momed eus an arvest gant soutilded. O zonioù zo, da gentañ-holl, un doare da deurel from, ur santad, un istor, krouidigezh un aergelc’h c’hwek a zo tonket da vezañ lodet gant tud all.