Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Feurm/Servijou

Evit ho tarvoudoù sevenadurel, kevredigezhel pe embregerezh :
Stajoù, emvodoù meur, seminarioù, kendalc’hioù… Deuit e darempred ganeomp ha choazit war ul lec’h a vod salioù labour, bod ha boued. Amzer Nevez a zo staliet mat e kreiz ar c’hlasvez tost tre ouzh An Oriant ha Plañvour.

Aveadurioù :

Amzer Nevez a ginnig ur framm degemer klok-kaer war 2 800 m² gant :
• 10 sal evit an obererezhioù evit 12 da 24 den gant taolioù, kadorioù, taolennoù, skrammoù, luc’hvanner hag all ;
• Ur sal renevezet evit ar pleustradegoù / ar sonadegoù, gant plas a-walc’h evit 200 den en o c’hoazez (390 en o sav), ur c’hleved mat hag ur parked war gwiflennoù doubl ;
• Ur servij predoù gant 112 plas (tu a zo da greskiñ da 200 plas). Ar boued a zo fardet war al lec’h gant hor c’heginer a c’hell sevel ho meuzioù gant ho c’hoant ;
• Ur bod gant 84 gwele da gousket rannet etre kambreier 2, 4 ha 12 gwele.

Gant hec’h aveadurioù eo ar greizenn mat-tre evit degemer ho emvodoù, seminarioù , kendalc’hioù, pleustradegoù sonerezh hag all. Amzer Nevez a zo digor d’an holl kevredigezhioù, skolioù evit kas da benn o obererezhioù. Deuit e darempred ganeomp evit goulenn ur rakpriz.

Diwallit : n’eo ket digor Amzer Nevez d’an dud prevez. Difenn zo da zegemer en he salioù euredoù, komunionoù, abadennoù deiz-ha-bloaz ha kement zo.

Lec’hiañ, endro :
Etre ar c’hoadeier hag ar mor, tost ouzh An Oriant, emañ Amzer Nevez en ur park 15 000 m² e-tal stank an Ter ha Koad Kerihuer. Dre wenodennoù-bale hir e c’haller mont war-eeun d’ar mor.

Gant Amzer Nevez emañ ar gratadurioù :

• Kêr : diferad digeriñ d’an dud betek 680 den. Seurt RP, 3e rummad
• Ensellerezh Akademiezh (Niv. 56-63), 2 glas sevenadurel, 70 den.
• Yaouankiz ha sportoù : Deskadurezh pobl (56 JEP 015) ha Kreizenn vakañsoù (56 162 407)

Da welet :

Piv omp
Kevelerien
Dielloù