Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Yaou 15 a viz Kerzu

Eog – Jañlug er Mouel

Janlug ER MOUEL: kan / Thomas LIPPENS : toserezh, toumperezh / Pierre-Yves MEREL : saksell, fleüt / Sylvain DIDOU : gourviolin

Produet Amzer Nevez / Co-prod Ploermel Communauté et Festival Interceltique de Lorient

E 2014 en em gavas Jañlug er Mouel, Thomas Lippens ha Sylvain Didou e kenstrollad arzourion kreiz-Breizh anvet « Kreiz Breizh Akademi #5 ». En emgavioù dieub gant sonerion o seniñ tonioù breizhek, pa en em gav ar vouezh, ar gourvioloñs hag an toserezh niverel e teu war wel livioù ha tonioù ur sonerezh ispisial. Anat eo e kemer hemañ e blas e-kreiz bed sonerezh pep hini ha mesket e vez ar c’han brezhonek gant ar jazz a-vremañ, ar primaozañ ha sonerezhioù ar bed. Gant an alkimiezh-se e tamweler degouezhioù dedennus ; ha dont a ra war wel ar soñj da sevel ur strollad klev hag a vefe gouest da furchal er sonioù-se. Ar c’hoant da c‘hallout kinnig ur prezeg ouzhpenn, en ur ouzhpennañ ur benveg dre c’hwezh ha gallout divizout gant ar vouezh zo deuet ken aes ha tra. Hag anat eo bet donedigezh Pierre-Yves Merel, ur saksofonour tenor anezhañ, e-barzh ar strollad.