Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Yaou 21 a viz Meurzh - 10e ha 2e30

Plik ha Plok – sonadeg evit bugale

” plik ! ”  Son ar saflik, takennoù ha strinkadenn.
” plok ! ” Istor kanet o strinkañ e barzhoniezh hag e fent
” Plik ha Plok ” Un 
dreist a valeadenn kanet ha sonet, glep ha meurdezus e-kreiz kalon an dour.
E 2019, siwazh d’ar ster n’eo ket aes ha didrabas e vuhez. Deus an eien betek ar mor, e gudennoù zo liesseurt. An dour, hon glad deomp-ni holl, a ra deomp soñjal war nerzhioù an natur hag an doujañs a zleomp dezhañ. An dour, mammenn gwirion ar vuhez war an douar, rankout a ra eñ bevañ gant Mabden a ra gantañ kement a draoù. Bevañ, boetañ, gwalc’hiñ, evañ, saotrañ. Mabden a implij hag a zistruj kement hag e tle goude-se naetaat ha kempenn.

Morwenn Le Normand, kan / Roland Conq, gitar

(istor, implij an dour, kan ha gitar) Arvest adalek pemp bloaz