Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Ar Gwener 30 a viz Meurzh

Nijadell quintet : Ster ar vuhe

Ar pempad Nijadell a ginnig ur veaj souezhus àr stêr ar vuhez gant sonioù ha skeudennoù. Ar strollad ennañ pemp arzour a za ag ar sonerezh jazz ha breizhek a bled, evit ar grouadenn dibar-mañ, gant tem hollvedel ar vuhez hag e lakaont asambles livioù sonerezh na vezont ket kejet gwall lies. Àr un dro gant kantikoù ec’h eus korusoù primaozet ha gwisket eo ar sonennoù da zañsal evel oberennoù orkestrel.

Da harpiñ o sonerezh e roont da glevet testenioù tud etre 5 blez ha 99 vlez ha da welet luc’hskeudennoù aozet gant an arzourez donezonet-kaer Mademoiselle De. D’ur veaj dibar oc’h kouviet enta.

Ar sonadeg a vo e l’Estran e Gwidel

Keleier ha bilhedoù : l’ESTRAN