Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

9 a viz Here 2015

La Circulaire – François Robin

François Robin (beuz), Sylvain Girault (kan), Erwan Hamon (fleüt)
produer dileuriet A la zim !
ken-produiñ Amzer Nevez, UPCP Parthenay et Musique et Danse en Loire Atlantique

Ar son dizehan : setu moarvat unan eus an traoù dibar a zo gant ar binioù. Ur « mekanik » eo ar benveg-se ; ur wech lañset ne chom ket a-sav ken hag e taol un hollad sonioù a-bad. Met petra a ra d’an dud klask an didermen ? Penaos e c’haller aozañ sonerezh anez laziadoù didrouz ? Seniñ dibaouez a dalvez kement ha leuniañ an egor ha kemer plas ar goullo, klask ar saouzan er sonioù taolet adarre hag adarre. François Robin, eilet gant Sylvain Girault hag Erwan Hamon, a glask ar son-se, hep fin ebet, war-bouez ar veuz (ur seurt binioù eus al Liger-Atlantel, eus su ar Mor-Bihan hag eus norzh Vande). A-gevret e nez an trikon-se ul liamm hag a ere an ijinañ sonioù ouzh c’hoari an tonioù, ar binvioù akoustek ouzh ar mekanikoù elektro, ar c’hanaouennoù hengounel ouzh ar re a vremañ…