Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

D’ar Yaou 25 a viz Mae 2023 - 8e30 noz

Kreiz Breizh Akademi #9

Unan eus dalc’hoù Kreiz-Breizh Akademi eo arnodiñ stummoù ambrougiñ sonerezh nevez o terc’hel kont eus ar skeulioù sonerezh implijet gant kanerien ha sonerien Breizh. Ar wezh-mañ eo ambrouget ar gwerzioù ha kan ha diskan gant ul laz-seniñ gant kerdenn harpet war luskoù tredan, eus an arnodiñ elektro-klev betek ar « beats » teñval hag industriel. Un dachenn arnodiñ orkestrel mozel a ziorren ar 6 sonerez hag ar 6 soner o tont eus bedoù disheñvel : jazz, elektro, sonerezh kozh, noise, hengoun bro Iwerzhon, Poatev, Arvern pe Breizh…

Prenit ho pilhedoù