Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

27 a viz C’hwevrer 2015

Goude-skrid – Jean-Louis Le Vallégant

Jean Louis LE VALLEGANT (renerezh arzel ha saksofon), Jérôme KERIHUEL (toserezh), Yann LE CORRE (akordeoñs) et Erwan MARTINERIE (gaolviolin).
Produer dileuriet Unicité gant d’Amzer Nevez.

Serrit ho taoulagad, dibuniñ a ra ar skeudennoù. Sellit ouzh ar sonerion : c’hoari a reont gant ar sonioù hag an notennoù. Hekleviñ a reont ar gerioù en ec’honder ar sonadeg. Pevar int, pevar sonour levezonet gant ar jazz, ar world hag an elektro. Savet eo bet o roll tonioù a-hed ar C’huzhutadennoù Son, ur raktres kroget e 2008 hag a vesk komzoù dastumet, tammoù istorioù buhez ordin ha sonerezhioù a vremañ. Gerioù luc’hedet ag istorioù a bep seurt a vez kejet gant al luskoù. Kement arall a bezhioù sonerezh dibar, kement arall a « filmoù son » berr. Diàr an danvez stank-se e vez standilhonet ha savet ur folklor faltaziek gant Jean-Louis Le Vallégant. Heuliad anat, nektar ar C’huzhutadennoù Son eo Goude-skrid.