Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

D’ar Gwener 13 a viz Genver 2023 - 8e30 noz

Eben

Disoc’h ur grouadenn fiziet er biolinour Jonathan Dour eo deuet Eben da vezañ ur strollad solut ha divoutin. Gant Eben e vez mesket barregezhioù ar c’hanerezed Sterenn Diridollou, Marine Lavigne ha Sterenn Guillou, ar gitarour Antoine Lahay, ar gourbiolinour Julien Stevenin ha madelezh aketus Jonathan Dour. Stummet eo bet an teir c’hanerezed gant Louise Ebrel. Komzet vez eus ar maouezed, ar repuidi, ar minorelezhioù pe ar poblañsoù henvroat e-barzh o zestennoù a zo bet skrivet gant Marine. Liammet eo o c’han gant ar c’han ha diskan hag ivez meur a liv a vremañ. Pinvidikaet eo ar c’hempennadurioù dibar gant skiant-prenet an tri soner.

Prenit ho pilhedoù