Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

ar Yaou 6 a viz Here 2022 - 8e30 noz

Dastum 50 vlez : A l’Evâillée + Menez kernall

E doug ar bloavezh 2022 e vo 50 vloaz ar gevredigezh Dastum. Evit lidañ se hag evit ar wezh kentañ ez eus bet gourc’hemennet div grouadenn arzel gant Dastum : unan a-benn talvoudekaat glad dre gomz Breizh-Uhel hag eben, hini Breizh-Izel. Al lodenn gouestlet da Vreizh-Uhel zo bet ijinet e stumm ul lizher. Lizher digor zo bet roet da Emmanuelle Bouthillier evit al lodenn gouestlet da Vreizh-Uhel hag a-drugarez d’ar grouadenn MENEZ KERNALL gant Yann-Ewen L’Haridon e vo lakaet war wel hini Breizh-Izel.

A l’Evâillée
Kinniget e stumm un antologiezh choazet e laka war wel an abadenn liesseurted an toniaoueg dre-gomz – e galleg, e gallaoueg, da zañsal pe get, don pe skañv – skoazellet gant un instrumentariom soutil ha divoutin. Div, teir, pemp mouezh a eskemm. Kenwallerezh etre a banjoioù hag ar gourbiolin, ar violoñsoù hag an akordeoñsoù e penn an dañs, hag ur wezh an amzer e teu gimbardoù ha binvioù tos digustum da greñvaat ar jeu.

Menez Kernall
E Landelo emañ menez Kernall. Gallout a reer spurmantiñ bro ar menezioù alehont. Choazet eo bet an anv e-keñver al labour savet tro-dro d’ar grouadenn er c’horn-bro-se. Titl ur ganaouenn eo ivez, skrivet gant Yeun Nedeleg e penn-kentañ ar c’hantved paseet, kanet gant tad-you Yann-Ewen hag a zo kaner ivez.

Prenit ho pilhedoù