Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

d’ar Yaou 16 a viz Kerzu

Brieg Guerveno + Emezi

Emezi (1ère partie)
An daouad Emezi a gan tonioù e brezhoneg, awenet eus ar sonerezh a vremañ, kempennet e mod jazz. Plijout a ra dezho c’hoari gant an div vouezh ha gant mareoù war ar prim. An testennoù a zo troet war-zu an XXIvet kantvet, awenet gant arzourien pop hag hip hop.
Perynn Bleunven, kan / Elise Desborde, piano, chœurs.

Vel ma vin
Metamorfoz. Goude peder fladenn e c’hell Brieg Guerveno en em zieubiñ eus prantad rock kreñv e amzer dremenet. Gant « ‘Vel ma vin » e tiskouez Brieg deomp ur bed nevez, folkoc’h eget ma n’eo morse bet, glanoc’h ha dreist-holl donoc’h.
Brieg Guerveno, kan, gitar folk / Bahia El Bacha, gaolviolin / Juliette Divry, gaolviolin / Stéphane Kerihuel, gitar tredan / Camille Goellaen, klavier, ograoù / Loeïza Beauvir, koroù.

Prenit ho pilhedoù