Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

7 a viz C’hwevrer 2014

AVAZ

Keyvan (toserezh) et Maryam (kan) Chemirani, Annie Ebrel (kan), Sylvain Barou (fleüt) et Hamid Khabbazi (târ).
Produer dileuriet Amzer Nevez / Kenbroduerien Gouel Etrekeltiek an Oriant.

Gant gwerzioù soñjus ha tonioù drant a-bep-eil, « Avaz » (kanoù) en em vag diwar barzhonegoù persek eus an XIIvet hag eus an XIIIvet kantved ha diwar ar gwerzioù pouezusañ eus istor muzik Breizh. Meskañ a reont an tonioù hengounel gant ar re savet ganto, ha kemer harp war an daou vod-se evit skrivañ : Breizh ha Persia. Evel-se e tifluk dirazomp abadennoù ma pebeil tommder ar mouezhioù, soutilded ar c’hinkladurioù, donder ar santimantoù, gant lajadoù skedus, sonet gant mailhed muzisianed o startijenn ruz-tan. Gwriziennet don en hengoun o familh eo Annie Ebrel ha Maryam Chemirani, int o-div. Gouzout a reont digeriñ an dibab sonioù a ganont da draoù all ha meskañ anezho gant, en-dro dezho, arzourien hag a zo mestr war o hengoun a dalvez da skrin d’an div vouezh veur-se.