Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Ar Yaou 23 a viz Du - 8e30 noz

Arth of Sounds

Gant ar grouadenn sonerezh dibar-mañ e vez adwelet, gant ur stumm modern hag a vremañ, an tonioù gwellañ ag an hengoun kanet galloù a Vreizh-Izel. Ur feson arall d’o soniñ, mod nevez ha digor d’ar bed a vremañ, evit roiñ da glevet ur sac’had sonennoù kanet, hep o far, kaset a rumm da rumm. Ur c’henstroll son dibar ma klever, àr un dro, luskoù, sonioù elektro, benvegoù tos ag ar bed a-bezh, kerdin kempennet brav ha mouezhioù. Un dro da lakaat da anaouet ar sonerezh-se ag ar vro a vez gwelet gant an arbennigourion evel unan a deroueroù puilhañ Breizh : hini Ploermael. Ur gwir drezol a vez gwall alies kuzhet e don memor ar re gozh.

Achetez vos billets

Kinnig a reomp deoc’h boued a-raok ar sonadeg adalek 7e noz (meuz 5€ ha meuz 8€)