Abadennoù 2022/2023
Youtube Facebook Français Brezhoneg

15 a viz Du 2013

Aller-Retour

Imosima : Erwan Béranguer (gitar), Audrey Le Jossec (akordeoñs), Yann Le Bozec (gourbiolin) gant Bernard Simard (kan ha gitar).
Produer dileuriet Klam Record / Kenbroduerien Amzer Nevez.

10 vloaz zo e laka an triad Imosima e skiant eus ar swing hag e gizidigezh e servij muzikoù Breizh, Iwerzhon ha Kebek. Imosima, « er mod-se emañ ! » evel ma vez distaget gant lod, abalamour ma seblant sonerezh Imosima bezañ anat. Pe e vefent o kanañ sonioù kozh eus kreiz Breizh, o seniñ reels eus Kebek pe o kanañ gwerzioù eus Iwerzhon, e vez skoet ar selaouerien gant an unvan m’eo o doare. En arvest nevez-mañ ez ergerzh muzisianed Imosima temoù an harlu hag an degemer. Pedet o deus ar c’haner kebekat Bernard Simard. O dibab tonioù a dalvoudeka kanaouennoù hengounel Breizh ha Kebek hag ar sonerezh savet gant mestr kebekat ar melodeoñs, Philippe Bruneau.