Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

10 a viz Here 2014

Ur pennad-hent – Soig Siberil

Soïg Sibéril : gitar Hag Eric Legret : skeudennoù.
Produer dileuriet Ipisiti gant kenbroduerien Amzer Nevez.

Hag afer ec’h eus c’hoazh a lâret piv eo Soig Siberil ? Ur sonour prizet-bras e ampartiz, e wirionded, an trivliadoù a zegas, e wiriegezh. Hiziv, da-geñver embannadenn e zekvet pladenn, « DEK », Soig Siberil a laka ar pouez àr e raktres nevez solo evit ho kas gantañ en ur film hent (road movie).
Kejadennoù, beajoù sonet a gonto Soig Siberil deomp gant e c’hitar ha pell-pell ag al leur gozh e vimp kaset gantañ ! Diazezet eo an arvest « Ur pennad-hent » àr an arzoù gwelet hag ar sonerezh pa gej danevelloù ha skeudennoù bannet, c’hoarioù skeud ha gouloù, darempredoù etre al leurenn hag an arvesterion, evit krouiñ un aergelc’h dibar ha digustum.