Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Gwener 31 a viz Meurzh 2017

Tyto Alba Trio – Loeiza Beauvir

Loeiza Beauvir, kan / Fred Boudineau, gitar / Jérôme Kerihuel, toserezh

Produet Teatr Piba / Co-prod Amzer Nevez

Chom a sav gant e hent, lemmañ e zivskouarn ha klevout ur safron o sevel diouzh ur jardin kevrinus. Deus sonerezh Tyto Alba trio e sav ar frondoù- se a glever.

Dason ur bed diabarzh, etre gwerz ha fado, etre c’hoarzhadegoù hag huanadennoù.

‘N em goll er jardin strujus- se, chom a- sav dindan an heol, gwiskañ kroc’henn unan all e korf ur pennadig hepken. Douetañ, tañvañ, flourañ ha c’hoarzhin a benn ar fin.