Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

6 a viz Kerzu 2013

Triad Vassalo / Le Bigot / Veillon

Jean-Michel Veillon (fleüt), Marthe Vassallo (kan) ha Gilles Le Bigot (gitar).
Produer dileuriet Big Bravo Spectacles / Kenbroduerien Amzer Nevez.

Gant muzikoù zo ne vez ket ezhomm eus displegadenn ebet : er gêr en em santer ganto, goude ma n’hon eus ket kejet outo biskoazh. Gronnañ a reont an den, lakaat ar c’hadorioù da zañsal, ober d’an den tennañ un alanadenn don, ken e soñj hennezh en do ezhomm anezho evit e eured pe e obidoù…
E-pad bloavezhioù, Marthe Vassallo, Gilles Le Bigot ha Jean-Michel Veillon o deus graet ul labour enklask ha prederiet pep hini eus e du war ar sonioù, an doareoù muzikoù, ar stiloù – met ar from an hini a dap krog er selaouerien, kaerded pur un ton kaset evel a zere, eurvad ul lusk, nerzh un istor. Eeun, laouen ha frouezhus eo an eskemm etre an tri anezho, e gwevnded peurvat tri benveg a gloka an eil re ar re all, hag er goust d’ar pep pennañ a zo gant an tri den-se…