Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Yaou 20 a viz C'hwevrer 2020 - 8e30

Traces de Bal

Diwar labour dastum e-kreiz kalon rouedad ar bal (dañsourien, sonerien, perc’henned dancing). Jean Louis le Vallégant a skriv deomp istor Dany Bigoud, mestr laz-seniñ war dibenn e vuhez micherel, skoet gant un AVC. Un den diroll ha fier o vezañ m’en deus savet diwar c’hwezenn ha startijenn e embregerezh dezhañ. Pedet omp gantañ da vont war hent e vuhez, kaset war leurennoù ar bourkoù hag ar c’herioù. Etre c’hoarzh ha teneredigezh e ya davedomp en un doare simpl. War kadorioù lakaet a-bevar, e ya da rannañ sekredoù e istor. En em gavout a reer gant hent buhez un den dibar, dindan livioù gouleier ar bal.

 
Achetez vos billets
 
Abonnement 19/20
 

Jean-Louis Le Vallégant (danevell, saksell)
Stéphanie Chêne (kempenner)

Prizioù leun : 15 €
Etre* : 12€
Distaol** : 10 €
Digoust : bugale dindan 8 vl

Koumanant :
Kartenn Amzer : 40€ ar 4 sonadeg
Profet e vo an 9vet sonadeg deoc’h ma vez prenet un eil gartenn ganeoc’h.

*Izili Amzer Nevez, en ur c’hinnig ur gartenn CE, Studier, Kartenn Cezam, den dilabour, koumanant ur sal all Bro an Oriant
** Tud yaouank dindan 18vl, strolladoù (>10), RSA ha Tud ampechet/nammet.