Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

4 a viz Kerzu 2015

SA[f]AR – Armel an HEJER

Armel an Hejer (kan), J-C Normant (fender rhodes), Jérôme Kerihuel (toserezh), Jochen Vogel (telenn), Denis Colin (klarinetenn),
produer dileuriet Amzer Nevez, ken-produiñ Ploërmel Communauté ha Festival Interceltique

Homañ eo beaj ar gerioù etre ar c’han brezhonek (Armel an Hejer) ha son dibar ar piano tredan Fender Rhodes (J-C Normant)… Homañ eo beaj ar yezh e-kefin luskoù ar sonerezh, etre ar muzik a vremañ hag an tonioù hengounel diamzer. Un ispisialour breizhat meur eus ar binvioù-tos eo Jérôme Kerihuel. Klokaat a ra an trikon-se ha c’hwezhañ a ra ennañ lusk ha talm, a-unvan gant gerioù ar brezhoneg. Abalamour d’ar son dibar-se e tiskouez SA[F]AR ur bersonelezh dioutañ e-unan hag ur bed espar. Gant Jochen Vogel, anezhañ un ispisialour eus an delenn geltiek gant kerdin metal, ha gant Denis Colin, jazzman brudet en askont d’e zoare da seniñ ar glarinetenn-voud, emañ ar memes spered : en em glevet diwar hanter-c’her war harzoù gizioù bras ar sonerezh. Setu ma oa bet kinniget ar c’henlabour muzik-mañ dezho gant SA[F]AR ken eeun ha tra.