Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Ar Gwener 19 a viz Genver - 8e30 noz

Pevarlamm

Evit lidañ pemp bloaz Pevarlamm e sav ar strollad ur grouidigezh. Ur sell a-vremañ ‘vez kinniget dre kanaouennoù ha tonioù nevez-savet. Lod e koun sonerion vrudet a Vreizh, lod all a-vremañ skrivet gant levezon hor sevenadur pe c’hoazh liammet doc’h santimantoù personel. Awenet int ivez gant hengoun Kerne-Izel (Glazik, an Aven, ar C’hab), Breizh-Izel ha levezonioù broioù all.

Pevarlamm hag e sonerezh liesliv : deus ar rock d’ar riffoù afro, deus ar maloya betek sonioù Galizia,  heklev kempouez ur sonerezh perc’hennet o vont war hentoù all, arouez ur sevenadur bev !

 

Achetez vos billets