Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

30 a viz Genver 2015

Pevarlamm – Konogan an Habask

Konogan AN HABASK (renerezh arzel, bombard, binioù, uilleann pipes ha low whistles), Elsa CORRE (kan, toserezh), Gabriel FAURE (biolin, mandolinenn), Thibault NIOBE (gitar jazz, bouzouki), Jérôme KERIHUEL (toumperezh, toserezh) et Erwan VOLANT (gitar-boud).
Produer dileuriet Amzer Nevez / Kenbroduerien Gouel Etrekeltiek.

Ar bladenn D’ar Pevarlamm, àr ar renk evit Priz bras an Télégramme 2013, zo ur raktres personel. Konogan an Habask en doa pedet sonerion arall evit an enrolladenn ha krouet en doa da-heul ar strollad Pevarlamm. Seniñ a ra ur muzik evit sonadegoù gant dañsoù leun a jourdoul diouzh un tu ha tonioù kentoc’h fromus diouzh an tu arall.
Hiziv e labour Konogan da sevel tonioù nevez ha pedet en deus ar ganourez Elsa Corre da reiñ tro d’ar strollad ha d’e raktres. Degas a ra he levezon a C’haliza ha liv dibar ha ken prizet he mouezh da sonennoù nevez e brezhoneg. Setu ur sonerezh ma klever ar vombard hag ar binioù en ur mod nevezus pa oui ar sonerion implij o mailhoni àr tonioù digustum.