Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Gwener 20 a viz Meurzh 2020 - 8e30

Perynn pempad

ANNULATION :
Le concert est annulé et reporté a une date ultérieure, les billets achetés restent valables. Merci de votre compréhension.

 

Perynn Bleunven a zo kanerez a-viskoazh. Kanet he deus bet he unan e-pad pell, o krouiñ videoioù war internet. E 2017 he deus divizet sevel ur strollad gant sonerien varrek evit kas he sonerezh war al leurenn. Tonioù pop eo a vez skrivet gant Perynn, met ar sonerien a ro ul liv jazz dezho. Sed ur meskaj dic’hortoz, gant tonioù flour ha melkonius ha reoù all gant nerzh ha startijenn. Ur gwir veaj eo a vo kinniget deoc’h, gant tonioù e brezhoneg, e saozneg pe c’hoazh en alamaneg.

 
Achetez vos billets
 
Abonnement 19/20

Perynn Bleunven (kan, sonaozadur)
Mael Guego (gitar)
Elise Desbordes (piano, kor)
Yohann Tanguy (gourrebed)
Bastien Boissier (toumperezh)

Prizioù leun : 15 €
Etre* : 12€
Distaol** : 10 €
Digoust : bugale dindan 8 vl

Koumanant :
Kartenn Amzer : 40€ ar 4 sonadeg
Profet e vo an 9vet sonadeg deoc’h ma vez prenet un eil gartenn ganeoc’h.

*Izili Amzer Nevez, en ur c’hinnig ur gartenn CE, Studier, Kartenn Cezam, den dilabour, koumanant ur sal all Bro an Oriant
** Tud yaouank dindan 18vl, strolladoù (>10), RSA ha Tud ampechet/nammet.