Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Ar Gwener 10 a viz Du - 8e30 noz

‘Ndiaz : Son’Rod

Ar pevar c’homper-se, bras o skiant prenet er festoù-noz, a embann splann o mod treantiñ gant ur muzik da zañsal digor d’ar bed ; Youn Kamm en deus lakaet liv broioù ar reter àr e drompilh gant frondoù a Liban hag a Durkia. Yann ar C’horr zo bet intret gant ar forrò a Vrezil. Jérôme Kerihuel zo bet en India da barfetaat e deknik tosiñ. Ha Timothée ar Bourr a son gant e saksofon evel gant un taragot rouman a-wezhioù. Gant an dañs tro da ziazez, sonerezh pobloù ar bed da zremmwel, hag ar primaoziñ da linenn dec’h, e ijin ‘Ndiaz ur muzik hiron, digêret, evel pa vehe bet é klask e lec’h arall ar feson da wrizienniñ donoc’h amañ.

Achetez vos billets

Kinnig a reomp deoc’h boued a-raok ar sonadeg adalek 7e noz (meuz 5€ ha meuz 8€)