Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Ar Yaou 14 a viz Kerzu - 8e30 noz

Kiez ar bed

Istorioù ar vuhez pemdez, istorioù hollvedel, a gont an triad a-leizh korzenn ha froumadenn. A-barzh kan Nolwenn e tasson mouezh dous ha sioul Louise, sonliv raouet Aimé, ar gwerzioù pemdeziek bet klevet seizh kant gwezh mes dibar seul taol. Plaen e son an triad, harpet gant ur gitar ijinus ha kizidik, ur fleüt arroutet ha beajourez. Asambles gant sonennoù a Vro-Gwened, gwezhavez temoù awenet gant India, broioù ar Mor Kreizdouar pe Iwerzhon, sonerezh a garont, evel ur gouviadenn d’o ranniñ asambles. Savomp hag adsavomp hep arsav, gant memor ar pezh a zo bet treuzkaset deomp.

Achetez vos billets

Produer dileuriet : Amzer Nevez
Kenproduer : Festival Interceltique de Lorient