Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Gwener 14 a viz Here 2016

Kharoub – Hamon Martin quintet

Mathieu Hamon : kan / Janick Martin : akordeoñs diatonek / Erwan Hamon : fleüt-treuz, bombard / Ronan Pellen : cistre / Erwan Volant : gitar-boud / Basel Zayed : kan, oud / Ramzi Bakri: toserezh

Produet gant A la Zim ! Musik / Co-prod Amzer Nevez et le Canal, théâtre du Pays de Redon

N’eo ket aes kanañ ar c’heleier, ar politikerezh hag ar rezistañs. Mes gallout a reer rannañ traoù gant ar re all war sujedoù gwiridik. Gant ar sonerezh e c’heller mont buan trema ar gwiridig hag an hollved, evel pa vefe aesaet kompren yezh ar re all gantañ . Degouezhout a ra kement-se pa asanter mont da zassoniñ gant ar re all. Ober un tañva da yezh ar re all ; sevel ar vouezh ; ha dañsal. Dre an darempred etre ar pempad ha Basel Zayed (palestinad) hag e vreur Yousef, evit kontañ, e galleg koulz hag en arabeg, en em vesko an temoù bras a zo eus al levenez hag ar boan, ar stourmoù hag ar garantez, ar rannañ hag al laerezh.