Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

1 a viz Ebrel 2016

Feiz Noz Moc’h

Roland Conq (gitar), Lors Landat (kan e brezhoneg), Roman Baudoin (biellour), Matèu Baudoin (kan e okitaneg, taboulinig, biolin), Alexis Toussaint (toumperezh)
produer dileuriet Hart Brut, ken-produiñ Amzer Nevez, MAPL, Pôle Sud-MACS ha Landes Musiques Amplifiées

Disteurel a ra ar strollad hual an egzotegezh ha lakaat a ra ur gened kriz ha gwriziennet-start en e greiz. Gwelet e vez Feiz Noz Moc’h ken war al leurennoù « hengounel », ken er festoù-noz, er programmoù sonerezh a vremañ peotramant er festivalioù evit an holl. Lemel a reont ar speurennoù etre ar modoù sonerezh, souezhiñ a reont kenkoulz ha ma reont d’an dud dañsal pe hejañ o fennoù. Fellout a ra da zoare nevez Feiz Noz Moc’h mont donoc’h en douaroù, klask un nerzh tost d’an “Delta Blues”, da skouer, oc’h ober gant un tabouliner rock, o tevaat ar son, o kreñvaat an doare mozel anezhañ, gant rifoù evel taolioù morzhol, o simplaat ar muzik, dezhañ da vezañ kentidikoc’h hag eeunoc’h c’hoazh. Ar gwerzhioù, a gaver ken stank e Gasconha hag e Breizh, e vo an tem e-kreiz an arvest nevez-mañ.

Extrait de “Soudarded an nasion – Rossinholet” – Retrouvez le morceau complet sur notre chaîne youtube.