Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Kentelioù

Amzer Nevez zo ivez ul lec’h a-feson evit deskiñ sevenadur Breizh d’ar re all, ha kinnig a ra traoù, war-eeun pe dre ar c’hevredigezhioù a labour ganti :

Sonerezh :
Kinnig a ra Amzer Nevez kentelioù sonerezh, unan-hag-unan pe e stajoù.
Kaset e vez an atalieroù-se en-dro gant :
– Akordeoñs diatonek : Alain PENNEC
– Bombard – Binioù-kozh : Marc PAULO
– Fleüt-treuz koad : Marc PAULO
– Klarinetenn : Marc PAULO
– Telenn geltiek : Françoise LE VISAGE
– Violoñs : Frédéric SAMZUN

Atalieroù unan-hag-unan : bep sizhun e-pad un hanter-eur evit an holl liveoù.
Evit deskiñ tonioù eus Breizh hag eus rannvroioù all en Europa, an teknik diazez, selaou abalamour da euvriñ stiloù ha modoù pep terouer. Mat eo gouzout ez eo atalier Alain Pennec ur gentel a-stroll.

Ceili Breizh : laz-seniñ evit sonerien arroutet-mat a fell dezho seniñ asambles tonioù brudet eus Breizh pe Iwerzhon. Kaset en-dro gant Fred Samzun (evit fleütoù (re), akordeoñsoù (sol do), violoñsoù, gitar, telenn,…).

 

Brezhoneg :
A-hed ar bloaz ez eus 50 eurvezh kentelioù ingalet e 33 a abadennoù 1e30 bep sizhun
– Deraouidi / Live etre / Live uhel 

Degemer a reomp ivez stummadurioù hir Stumdi, gouzout hiroc’h er 02 98 21 39 94 pe gant bzh.stumdi@wanadoo.fr

Da welet :

Staj sonerezh, kan ha dañs