Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Kenvroiz ker,

Kloz eo Amzer Nevez evit arzañ ouzh ar g-COVID-19 e deroù miz Meurzh. Obererezhioù Amzer Nevez ‘zo chomet a-sav aboe : degemer arzhourion, sonadegoù, kentelioù ha stajoù, emvodoù lieseurt…

Siwazh deomp, Amzer Nevez ne zigoro ket endro an 11 a viz Mae rak al Lec’hioù a Zegemer Tud n’int ket aotreet da gregiñ endro gant o labour degemer tud. Hor obererezhioù ne grogo ket endro diouzhtu neuze :

– LELLIG krouadenn Annie EBREL gant Ronan PELLEN, Daravan SOUVANNA ha Clément DALLOT ne vo ket diskouezhet d’ar 14 a viz Mae. An abadenn a vo kinniget evit ar wech-kentañ d’ar 24 a viz Gwengolo a zeu. Kinnig a raimp ur c’houlzad sonadegoù nevez a vo kresket gant lod sonadegoù n’int ket bet dizkouezhet etre Meurzh ha Mae 2020.

– Ar C’HENTELIOU brezhoneg, sonerezh ha dañs a grogo endro e Miz Gwengolo. Keleier a vo kaset d’ar skolidi dre mel.

– Ne vo ket dalc’het Ar STAJ ETREBROADEL sonerezh ha dañs e 2020. Kaset e vo da benn etre an 2 betek ar 6 a viz Eost 2021. Skrivet e vo d’ar re enskrivet dre mel ivez.

Dont a raimp endro davedoc’h keit hag e c’hellimp kas endro obererezh-mañ obererezh da benn.