Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Non classé

Selaou (ha sell !)

Setu un tennad video sonadeg Nava trio en Amzer Nevez e miz Here 2023.

Krog a vo ar c’hentelioù Dañs

Adalek al lun 8 a viz Genver 2024 da 6e30 gm, evit tout an dud ar blev-mañ. Hor gentelioù all : Brezhoneg : – Dimerc’her 6e gm : Live etre […]

Nevez : kentelioù brezhonneg evit tud live kadarnaet

Ar Yaou da 6e goude meren gant Alan Hervé. Hor gentelioù all : Brezhoneg : – Dimerc’her 6e gm : Live etre – Dimerc’he 7e45 gm : Deraouidi. Dañs : […]

D’ar Yaou 19 a viz Here 2023 - 8e30

Nava

Ganet eo bet an triad Nava a-drugarez d’ar gejadenn etre Jañlug ha David e kreiz Breizh Academi 5 gant ar youl kinnig ur sonerezh a-vremañ o labourat war skeulennoù ha […]

D’ar Gwener 17 a viz Du 2023 - 8e30

E kenkaz an Ankou

Er bed a-bezh e vez gwelet skeudenn an Ankou, ha dreist-holl e Breizh, ur vro kontadennoù ha mojennerezh. Skrivet eo bet an destenn gant Catherine Lefeuvre, awenet gant an Ankou […]

D’ar Gwener 8 a viz Kerzu 2023 - 8e30

Maaar

Ur meskaj danvezioù son gant sevenadurioù ha yezhoù disheñvel eo Maaar. Startijenn mouezhioù an teir c’hanerez a gaso ac’hanoc’h e treant an tonioù labour, e kizidigezh ar gwerzioù, a-hed an […]

ar Gwener 13 a viz Kerzu - 8e30

Triptyque – E koun Jacques Pellen

Diwhezatoc’h e vi ar sonadeg.  An triad Triptyque gant Jacques Pellen, Jacky ha Patrick Molard en deus enrollet ur bladenn er bloavezhioù 90. Un droiad etrebroadel e-pad kazi 10 vloaz […]

D’ar Gwener 16 a viz C’hwevrer 2024 - 8e30

Alep-Brest

Bouetaet eo faltazi Fawaz Baker gant meur a eienenn awen. En e bladenn Alep-Brest e sav ar sonaozour un idiom sonerezh dieub distiriadelet. Gwir eo e vefe luziet dibab ur […]

D’ar Yaou 14 a viz Meurzh 2024 - 8e30

Au soñ de l’eau

« Au soñ de l’eau » a vez kavet ennañ kanaouennoù hengounel, sonerezh war ar prim, krouidigezhioù elektroakoustik ha danevelloù disoñjet. Dour ar stêrioù, dour ar feunteunioù kevrinus, an dour a vezer […]

D’ar Gwener 29 a viz Meurzh 2024 - 8e30

Kaolila : Piyoù

Awenet eo « Piyoù » gant pilhaouerezed kozh Breizh. Un himn evit tout maouezed ar bed. Gant poupinelloù retropunk ha dilhadouriezh e vezont gwelet war al leurenn. Kontañ a reont o istorioù : […]