Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Mediaouiñ sevenadurel

Skolidi
Amzer Nevez, gant hec’h annezioù-krouiñ, a ginnig digarezioù kaer da gejañ gant arzourien pa vezont o krouiñ, just a-walc’h. Diwar se e tiorroomp oberoù sevenadurel evit ar skolidi.

Gant an oberoù-se e vez aesaet kejadennoù ar vugale gant an arzourien. Klask a reer da gentañ reiñ un tañva eus ar sonerezh d’ar skolidi, diskouez ar binvioù hag ar sevenadurioù a c’hall awenañ ar c’hrouidigezhioù nevez-se. En em harpañ a ra an oberoù hanteriñ-se war palioù pedagogel, arzel ha sevenadurel an Deskadurezh-Stad.

Kinnig a reomp meur a seurt oberoù sevenadurel d’ar skolidi, adalek ar c’h-KP.
– Ar Pleustradennoù foran : digoust (150 plas)
– Ar Raktresoù deskadurezh arzel ha sevenadurel (RRAS Breizh ha Kuzul-departamant ar Mor-Bihan)
– Ar Stajoùigoù : ur penn-devezh pe un devezh evit deskiñ un tammig an dañs, ar sonerezh pe ar brezhoneg
– Ar C’hlasoù-anaout sevenadurel

Skolioù sonerezh
Kinnig a reomp kenlabourat gant ar skolioù sonerezh, pe e vefent kevredigezhioù, skolioù-kêr, peotramant skolioù sonerezh all.
– Ur priz a-ratozh zo evit ar strolladoù adalek 10 den, dezho d’ober anaoudegezh gant ar c’hrouiñ sonerezh breizhek
– Klasoù mestr gant an arzourien en annez, da Verc’her d’enderv pe d’abardaez

Evit an holl
E-pad ar goañv e vez kinniget stajoù sonerezh ha kan kaset en-dro gant an arzourien en annez. Cheñch a ra deiziadoù ha programm an atalieroù hervez an dud en annez a zegemeromp.
Un embregerezh, un aozadur stummañ pe ur gevredigezh zo ac’hanoc’h : hervez hoc’h ezhommoù e c’hallomp aozañ stajoù-anaout teorikel pe pleustrek.

Da welet :

Degemer arzourien