Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Degemer arzourien

AMZER NEVEZ a ra war-dro ar produiñ hag ar skignañ evit pezh a sell ouzh ar sonerezhere.

Ul lec’h evit krouiñ… ha skignañ
Abalamour m’eo pinvidik sevenadur Breizh ha ma’z eus kalz arzourien hag o devez ezhomm eus lec’hioù evit pleustriñ o arz ha krouiñ, ez eus fellet d’ar gevredigezh digeriñ he dorioù d’an annezioù-krouiñ (eus 4 da 6 raktres bep koulzad). Pouezus-kaer eo pep annez en argerzh da sevel un oberenn sonerezh nevez. Fellout a ra da Amzer Nevez sikour an arzourien diouzh ar gwellañ, dre ginnig dezho ul lec’h evit labourat, ur sal-arvest ha teknikourien, bod ha boued. Gant se e c’hallont gouestlañ an amzer a zo ezhomm d’o labour skrivañ ha leurennañ, anez soursial eus an eurioù pe eus ar mererezh.

Kinnig a ra Amzer Nevez meur a seurt degemer en annez-krouiñ :
Produiñ dileuriet
Kenbroduiñ ha rakprenañ
Degemer ha rakprenañ

E bro an Oriant e labour Amzer Nevez asambles gant ar salioù-arvest all : ar Strapontin e Pont-Skorf, an Océanis, ar Studioioù-MAPL… Amzer Nevez he deus ivez darempred gant lec’hioù all evit kas an hunvreoù sonerezh pelloc’h ; da skouer gant ar Pavilhon Nevez (Kervegon), Ploermael Kumuniezh, ar greizenn Athena (an Alre), al Leurenn Glenmor (Karaez), Kreizenn an arzoù pobl (Brest) ha kement zo… hep disoñjal menegiñ Gouelioù Kerne ha Festival an Oriant, anezho kompagnuned kozh war dachenn ar c’hrouiñ.

Da welet :

Mediaouiñ sevenadurel