Abadennoù 2023/2024
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Gwener 19 a viz Mae 2017

Ar en Deulin – Yann-Fañch Kemener

Yann-Fañch Kemener, kan / Erwann Tobie, akordeoñs / Heikki Bourgault, gitar

Produet Amzer Nevez / Co-prod Festival Etrekeltiek an Oriant

Yann-Ber Kalloc’h, bet ganet d’ar 21 a viz Gouere 1888 e Groe ha marvet war an dachenn a enor d’an 10 a viz Ebrel 1917 e Urvillers (Aisne), zo ur barzh brezhonek. E oberenn lennegel nemeti zo un dastumad barzhonegoù dalif embannet gant Per Mokaer. En e varzhonegoù, skrivet war an talbenn, e tispak e feiz kristen, e garantez evit e yezh hag e soñjoù politikel livet gant an emrenerezh. En arvest-mañ “In memoriam“ en em gav meur a zoare dishañval evel ar varzhoniezh, ar sonerezh, ar c’henskrivañ lizheroù, ar preder… da lakaat war wel ar pezh a sach evezh ha plijadurioù ar skrivagner, ar barzh, hag en deus merket, a-dra-sur, e deroù an 20vet kantved, istor al lennegezh vrezhonek.