Abadennoù 2019/2020
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Yaou 14 a viz Mae 2020 - 8e

Lellig : Annie Ebrel pevarad

Gant he strollad nevez, Annie Ebrel a zeu en-dro d’ur bed a sonerezh a-vreman, kaset gant sonioù degemerus ar c’herdin : hini gitaroù -boud Daravan Souvanna, awenet gant meur a sonerezh nevez, hini ar sistrenn ha violoncelle Ronan Pellen, musisian ampart ha kurius hag a oa perzh er strollad Dibenn ha Clément Dallot. Ar groudigezh-se goulennet gant Amzer Nevez a zo aozet tro-dro barzhoniezh Anjela Duval, barzhez a orin deus Bro-Dreger. En he skridoù e ro deomp Anjela Duval he sell karantezus war ar bed hag an natur, dougen a ra selloù tamallus ivez war emdroadur ar bed a ziwar ar maez er bloavezhioù 1960, difenn a ra ur bed paisant ekologel a-raok na vefe kaoz deus ekologiezh. Kaset eo an abadenn ivez gant testennoù ha kanaouennoù ar mare-se, pinvidik mard oa bet ar grouidigezh an amzer-se, Annie Ebrel a ginnig deomp testennoù hag ur sonerezh a glot mat gant an amzer a vever hiriv.

 
Achetez vos billets
 
Abonnement 19/20
 

Annie Ebrel (kan)
Ronan Pellen (violoñsell, cistr)
Darvan Souvanna (gitar boud)
Clément Dallot (klavier)

Prizioù leun : 15 €
Etre* : 12€
Distaol** : 10 €
Digoust : bugale dindan 8 vl

Koumanant :
Kartenn Amzer : 40€ ar 4 sonadeg
Profet e vo an 9vet sonadeg deoc’h ma vez prenet un eil gartenn ganeoc’h.

*Izili Amzer Nevez, en ur c’hinnig ur gartenn CE, Studier, Kartenn Cezam, den dilabour, koumanant ur sal all Bro an Oriant
** Tud yaouank dindan 18vl, strolladoù (>10), RSA ha Tud ampechet/nammet.