Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Piv omp

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Amzer Nevez. Klask a ra kas sevenadur Breizh war-raok, e kement stumm zo, ha harpañ obererezh ar c’hevredigezhioù a labour ganti. Kalz a skiant-prenet he deus Amzer Nevez war dachenn ar c’henrannañ abalamour d’he c’hevelerezh gant hec’h izili : Bodadeg Ar Sonerion, War ‘L Leur, hag all hag all…

Amzer Nevez zo ul lec’h evit pleustriñ, deskiñ, kendivizout, diorren war dachenn ar sonerezh, an dañs hag ar brezhoneg. Labourat a ra er c’horn-bro, en departamant hag er rannvro. Ul lec’h anavezet eo evit degemer obererezhioù luskad ar c’hevredigezhioù sevenadurel hag evit deskiñ sevenadur Breizh d’ar re all. 50 000 a dud a vez degemeret bep bloaz gant ar gevredigezh evit hini pe hini eus an obererezhioù-se, ha 80 000 a eurvezhioù stummañ a vez graet eno.

Abaoe 2006 e ra Amzer Nevez enklaskoù war dachenn ar sonerezh hag e harp ar c’hrouiñ pa zegemer arzourien en annez ha pa aoz sonadegoù.

Un dra zibar : evit ar bloavezhioù 2018-2020 emañ AMZER NEVEZ dindan gevrat gant Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-departamant ar Mor-Bihan, Kumun Plañvour hag RRAS Breizh evit hec’h oberoù krouiñ, skignañ muzikoù breizhek krouet gant tud a vicher ha degemer kevredigezhioù eus ar rannvro. Ul « Leurenn Korn-bro » eo Amzer Nevez evit ar sonerezh hengounel.

Kadoriad : Gérard BENOIT
Rener : Daniel Le GUEVEL
Sekretourez / Konterezh : Corinne LE GALL
Kehentiñ/Mediaouiñ : Arzela KERANGOAREC
Merer / Kelenner bombard, treujenn gaol, fleut treuz : Marc PAULO
Kelenner violoñs : Fred SAMZUN
Kelenerez telenn : Françoise LE VISAGE
Kelenerez dañs : Béatrice KERMABON
Keginer : Gildas LE BERRE
Kegin / Kenpenn : Caroline COENT
Servij / Kenpenn : Laura LANDURIN

Da welet :

Feurm/Servijou
Kevelerien
Dielloù