Abadennoù 2020/2021
Youtube Facebook Français Brezhoneg

Degemer strolladoù

Aveadurioù :
Amzer Nevez a ginnig ur framm degemer klok-kaer war 2 800 m² gant : 12 sal evit an obererezhioù ; ur sal renevezet evit ar pleustradennoù / ar sonadegoù, gant plas a-walc’h evit 200 den en o c’hoazez (390 en o sav), ur c’hleved mat hag ur parked war gwiflennoù doubl ; ur servij predoù gant 112 plas ; 84 gwele.

Feurmiñ ha servijoù all :
Gant hec’h aveadurioù, ar greizenn zo mat-tre evit degemer ha stummañ strolladoù niverus, evit stajoù sonerezh, dañs pe yezh, hag ivez evit hoc’h emvodoù pe ho seminarioù. Digor eo d’an holl embregerezhioù, kevredigezhioù, skolioù… evit obererezhioù sevenadurel, desavadurel pe stummadurioù. Gallout a reer debriñ ha kaout bod war al lec’h. Ober a reomp hor seizh gwellañ evit heñchañ ac’hanoc’h ha sikour ac’hanoc’h da brientiñ ho chomadenn.

Neuze, m’emaoc’h o klask ul lec’h evit ho stajoù, ho pleustradennoù pe hoc’h abadennoù… tost d’an Oriant, e-kreiz ar c’hlasvez, e kinnig ar greizenn sevenadurel Amzer Nevez degemer ac’hanoc’h. Digor e vezomp hed-ha-hed ar bloaz, deuit e darempred ganimp hep doujañs evit sevel ur rakpriz diouzh hoc’h ezhommoù, ho pudjed hag ar servijoù a fell deoc’h kaout.

Etre ar c’hoadeier hag ar mor, tost d’an Oriant, emañ Amzer Nevez en ur park 15 000 m² e-tal stank an Ter ha Koad Kerihuer. Dre wenodennoù-bale hir e c’haller mont war-eeun d’ar mor.

Gant Amzer Nevez emañ ar gratadurioù :
– Kêr : diferad digeriñ d’an dud betek 680 den. Seurt RP, 3e rummad
– Ensellerezh Akademiezh (Niv. 56-63), 2 glas sevenadurel, 70 den.
– Yaouankiz ha sportoù : Deskadurezh pobl (56 JEP 015) ha Kreizenn vakañsoù (56 162 407)

Diwallit : n’eo ket digor Amzer Nevez d’an dud prevez. Difenn zo da zegemer en he salioù euredoù, komunionoù, abadennoù deiz-ha-bloaz ha kement zo.